
Aotreet eo bremañ kreizenn stummañ Kelenn, da gefridi dezhi stummañ skolaerien ha kelennerien ar rouedad Diwan, da zegemer an taos deskardiñ evit ar Master MEEF-EBI, da lâret eo ar stummadur evit danvez skolaerien Diwan.
Peurbeaman an taos deskardiñ a c’hell bezañ roet deomp evit stummadur skolaerien DIWAN.
Penaos lakaat ho skodenn war anv KELENN ?
Mont war ar savenn SOLTéA gant ho niverenn siret.
Gant al lusker klask e c’helloc’h dibab KELENN diouzh a bep seurt : siret, lec’h, stummadur, UAI.
SOLTéA 2024 : 27 a viz Mae – 25 a viz Here 2024.
– Prantad dasparzhañ kentañ : eus ar 27 a viz Mae betek an 23 a viz Eost 2024.
– Eil prantad dasparzh : eus ar 7 a viz Gwengolo betek ar 25 a viz Here 2024.
Sellet ouzh : Deiziadur SOLTéA
Penaos ober :
1. Mont war ar bajenn gevreañ :

2. Klask Kelenn :

3. Kavet ho peus Kelenn :

4. Kadarnaat an dibab :
