Kelenn

Master MEEF-EBI

Master Kelenn ha stummañ – Kelenn divyezhek dre soubidigezh

Master prientet e Kelenn e Kemper
eus an 2 a viz Gwengolo 2024 d’ar 4 a viz Gouere 2025

diwar emglev gant INSPÉ Breizh, hag e kenlabour gant an ISLRF, Ensavadur Uhel Yezhoù ar Republik Gall

Enskrivadur : Teuliad emginnig war https://monmaster.gouv.fr/

Digor d’an 29/01, enskrivadur eus ar 26/02 betek ar 24/03/2024.

Fichenn skoazell evit en em enskrivañ : amañ

Posupl eo ivez lakaat e anv war-eeun ganeomp.

Pellgargit ar follenn vrudañ 2024-2025

Dorioù digor 2025 :

  • d’ar sadorn 8 a viz C’hwevrer : 09:30 – 12:30

Stummadur :

Un diplom live BAC + 3 a zo ganeoc’h (aotreegezh pe diplom kevatal war ne vern peseurt danvez).
Brezhoneg a gomzit hag a skrivit mat a-walc’h evit heuliañ ur stummadur e brezhoneg. Live B2 an DBY.

Doser en emginnig da glokaat war : https://candidature.monmaster.gouv.fr/
Dibab Master MEEF 1er degré, INSPÉ RENNES, Professorat des écoles bilingues en immersion (KELENN).
Etre an 26/02/2024 hag an 24/03/2024.

Bodadoù degemer adalek miz Mae e sez Diwan e Landerne.
Priziadennoù e brezhoneg, matematik ha galleg hag emgav. 12 plas en holl.

Divizoù kaset e fin miz Even dre al lec’hienn monmaster.gouv.fr

Priz ar stummadur :

  • evit ar studierien e stummadur kentañ : 30 € (enskrivadur en ISLRF)
  • evit ar studierien a grogo en-dro gant o studioù : 3000 € e M1 ha 1500 € e M2
    Arc’hantaouiñ : implij ar C.P.F. ha/pe, evit an dud dilabour, ar stignad rannvro Qualif’emploi.

Sikourioù all :

Mont en-dro ar stummadur :

Bloavezh kentañ :

E KELENN :

  • Gwellaat al live brezhoneg ;
  • Anavezout ha kompren mont-en-dro ar skolioù Diwan ;
  • Kentelioù ar Master 1 : krouiñ ha sturiañ prantadoù kelenn ebarzhus, ar skipailh desevel, klaskerezh, pleustriñ ha prederiañ, yezh estren : saozneg.

Er skolioù DIWAN :

  • Stajoù evezhiañ ha pleustriñ.

Eil bloavezh :

E KELENN :

  • Kreñvaat al live brezhoneg ;
  • Kentelioù ar Master 2 : krouiñ ha sturiañ prantadoù kelenn ebarzhus, ar skipailh desevel, klaskerezh, pleustriñ ha prederiañ. 2 zevezh / sizhun.

Er skolioù DIWAN :

  • 1/3 amzer gopret e karg eus ur c’hlas pe stajoù pleustriñ.

Trede bloavezh :

E KELENN :

  • Stummadurioù diouzh an ezhommoù. 12 devezh.

Er skolioù DIWAN :

  • Bloavezh staj gopret leun-amzer en ur c’hlas.

Diwar emglev gant INSPÉ Breizh, Skolioù-Meur Roazhon 2 hag UBO hag e kenlabour gant an ISLRF, Ensavadur Uhel Yezhoù ar Republik Gall.

Dibenn ar stummadur :

E fin an eil bloavezh :

Kenstrivadeg diavaez ispisial divyezhek Diwan

Tapet :

  • Ur bloavezh-skol leun-amzer e-giz stajiad(ez) Deskadurezh-Stad
  • Titladur Deskadurezh-Stad
  • Kelenner(ez)-skol validet gant ar Rektordi.

Ket tapet :

  • Ur bloavezh-skol leun-amzer e-giz stajiad(ez) Diwan
  • Titladur Diwan
  • Skolaer(ez) DIWAN.
  • Kenstrivadeg diavaez ispisial divyezhek Diwan.


Deuit e darempred ganeomp !

DIWAN – BP 147, Saint Ernel, 29411 Landerneau Cedex
Service pédagogique :

DiwanISLRFINSPÉ BretagneUR2UBOKampus Kemper