
Stummadur dibaouez :
Hor stummadurioù a vez aozet evit ar re a labour gant rouedad Diwan.
Ar c’hatalog a c’heller goulenn digant Kelenn dre ar chomlec’h :
Raganaoudegezhioù : sellet ouzh ar c’hatalog evit pep stummadur.
Priziañ : goude pep stummadur e vez goulennet gant ar stajidi·iadezed ur fichenn briziañ.
War 92,81 % respont warlene e oa 97,8 % eus ar stajidi·iadezed a zisklêrie e klote ar stummadurioù kinniget gant ar pezh e oant o c’hortoz.
Tud ampechet : mont e darempred gant Kelenn () a-raok ar stummadur goulennet evit gellet lakaat azasadurioù e plas.
Ur sell war hor stummadurioù 2023-2024 (taolenn pdf)

Stummadurioù all :
Kinnig a ra KELENN ivez stummadurioù deskiñ brezhoneg diouzh goulenn an implijerien :
- Evit ar gelennerien.
- Evit an implijidi nann gelennerien.
Deuit e darempred ganeomp :
KELENN :
Kinnig lojeiz :
Kinnig a ra Kroashent Kerne ul lec’h lojañ nepell eus kreizenn stummañ Kelenn.
Ezel eo Kelenn eus ar gevredigezh ha neuze e c’hell stajidi Kelenn kaout prizioù gwelloc’h.
Studioioù ha kambroù arrebeuri enno, ur sal-debriñ, ha kambroù 3-5 gwele evit ar strolladoù a vez feurmet gant Kroashent Kerne.
Sellet ouzh al lec’hienn : Kroashent Kerne.

Bruderezh lojeiz da feurmiñ e Ti ar Brug e Kemper