Bez emaoc’h gant ar soñj mont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg er c’hentañ pe en eil derez, AESH, AVS, ATSEM, skoazeller war an deskadurezh, CPE… en holl hentennoù divyezhek (publik, prevez, Diwan) !
Digor eo c’hoazh an enskrivadurioù evit ar stummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn er skolioù divyezek » e miz Gwengolo 2023.
