Enskrivadurioù brezhoneg 3 miz

Enskrivadurioù brezhoneg 3 miz

Ur stummadur 3 miz “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek” evit an holl hentennoù divyezhek (publik, prevez, Diwan).
Eus an 3 a viz Meurzh 2025 d’ar 17 a viz Mezheven 2025 e Kelenn e Kemper.
Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù skol e pep live deskadurezh, eus ar skol-vamm d’al lise.

Digor eo ar stummadur d’an dud :
– a zo nevez bet er stummadur brezhoneg 6 miz pe a zo ganto al live brezhoneg B1 da vare an enskrivadur
– e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AESH, AVS, ATSEM, kasour, CPE…).

Kasit ur CV hag ul lizher emginnig da KELENN.