” Tres / Tresañ “ un diskouezadeg gant an arzourez plastisianez Lise Pennec, eus an 3 a viz Meurzh betek an 10 a viz Ebrel 2025.
Kinnig a ra Lise Pennec un diskouezadeg tresadennoù liesteknikel ma implij benvegoù a c’hellfe bezañ kavet e trousenn ur skoliad.
Awenet eo gant luc’hskeudennoù pe videoioù krouet ganti tro-dro d’an dañs.
Korfoù fiñv o nijal en ur spas livek pe gwenn ha du gant tresoù bleuniaouek pe geometrek. Tresañ a ra gant pizhder stummoù hag adstummoù grafek betek ma ya an danvez da get, lec’h ma kendeuz ar c’horf gant an endro, betek bezañ lonked gantañ.
Ur c’hoari ma ‘z eo dav klask ar c’horf en ur glinkadurezh hipnotek.
Lec’hienn Lise Pennec
Pennad :
2025.03.01 – Penhars infos
Lise Pennec expose à l’institut Kelenn à Penhars.
Depuis vendredi et jusqu’au 10 avril, Lise Pennec expose 37 dessins à la galerie de l’institut de formation des maîtres Kelenn, rue de Vendée à Penhars. Une exposition surprenante dans laquelle elle unit deux de ses passions : le dessin et la danse. A découvrir.
