Diskouezadeg Gildas Bitout

Diskouezadeg Gildas Bitout

Diskouezadeg gant an arzour luc’hskeudenner plastisian Gildas Bitout.

Un diskouezadeg pegadurioù-foto, tresadennoù ha staliadurioù tro-dro d’an anpoell hag ar veaj, eus an 12 a viz Du betek an 19 a viz Kerzu 2024.

Ur veaj dreistrealour : diskouezadeg Gildas Bitout e Kelenn

Mont-tre en diskouezadeg zo e-giz degouezout war kae ur porzh-mor, warnañ malizennoù ha tudennoù o c’hortoz ur vag evit mont kuit da veajiñ pe dont en dro ha netra ken. Gildas Bitout, luc’hskeudenner plastisian, a ginnig e vedig barzhoniel hag anpoellek.
Tresadennoù gant liv Bro Sina ha pastel druz, ma weler tudennoù den-ha-loen, dezho pennoù laboused, pesked pe lapined, o vale war-zu un dremmwel dianav. Pegskeudennoù boueioù ha balizennoù denelaet ha lakaet buhez enno, o tiskouez heñchoù kontrol. Leurennadurioù bihan e-barzh malizennadoù traezh, ma kej tudennoù ha traezoù etrezo kaozioù ha na zlefent ket bezañ.
Gortoz a reomp evelto ar mare da vont kuit en ur bed all e-bord ar mor.

Lec’hienn Gildas Bitout

Pennadoù :
2024.11.08 – Penhars infos
Photo-collages et dessins de Gildas Bitout à l’institut Kelenn jusqu’au 19 décembre.
Le plasticien-photographe  Gildas Bitout s’est installé à Kelenn à Penhars jusqu’au 19 décembre. C’est un artiste qui voyage avec beaucoup de bagages !

2024.11.21 – Ouest-France
Plasticien photographe, Gildas Bitout expose à Kelenn.

Digoust. Digor d’an holl eus al lun d’ar gwener etre 09:00 – 12:00 ha 13:00 – 17:00.
Gweladennoù heñchet e brezhoneg pe e galleg, war emgav evit ar skolioù, ar strolladoù.