Eus Polinezia e oa deuet Samantha Bonet-Tirao, kuzulierez teknik e Minister an Deskadurezh ha Vaimiti Ahurato, kuzulierez pedagogel, da eskemm gant Kelenn diwar-benn stummadur kentañ ha dibaouez kelennerien Diwan. Gant ar c’hoant kas war-raok ar soubidigezh er yezhoù polinezian er skolioù publik emañ ar gouarnamant du-hont.
Mont-en-dro ar stummadur a zo bet kinniget dezho gant Patricia Chorlay-Henot, renerez Kelenn hag Aurélie Coum, kenurzhierez kentañ derez Diwan met ivez un tamm istor diwar-benn krouidigezh ar skolioù Diwan gant Anna-Vari Chapalain a oa er skipailh en deus krouet ar skolioù kentañ. Frouezhus-tre eo bet an eskemmoù !

A-gleiz da zehoù : Vaimiti Ahutoru, Anna-Vari Chapalain, Patricia Chorlay-Henot, Aurélie Coum et Samantha Bonet-Tirao.