Setu testeniñ Stéphanie, heuliet ganti ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn” ar bloaz-mañ.
Eus Bourdel on. Abaoe 20 vloaz emaon o chom e Bro Bagan. E-pad 18
vloaz ‘m boa labouret en ur mirdi diwar-benn glad ar mor. Eno e kleven
brezhonegerien a-vihanik.
Dibabet ‘m eus lakaat va zri bugel da
zeskiñ ar yezh dre soubidigezh gant Diwan rak an doare gwellañ eo evit
degas ar brezhoneg hervezon.
Pell zo ‘m eus c’hoant da vont da
skolaerez ha da gomz ar yezh. Neuze em boa goulennet terriñ va c’hontrad
diwar gendiviz evit kregiñ e-barzh va raktres.
E stummadur brezhoneg
KELENN emaon ar bloaz-mañ. Ha fellout a ra din mont e Master 1 ar bloaz
a-zeu. Entanet on gant ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar
c’helenn”. Ken plijus hag efedus eo. Deskiñ a reomp tamm ha tamm a-hed
ar mizioù. Savet mat eo ar c’hentelioù war ar brezhoneg. Degaset deomp
spered ar yezh dre ar yezhadur hag an ereadurezh. Estreget ar
c’hentelioù-se ez eus kentelioù matematikoù, sonerezh, Istor Breizh ha
kement zo evit treuskas un nebeud gerioù ha diazezoù d’an danvezioù
kelenn.
Ober a reomp stajoù e skolioù Diwan. Pemp sizhunvezh staj zo kinniget
e-kerzh ar bloaz. Boasaat a reomp ouzh bed ar skol a-drugarez da
zegemer an dud a-vicher hag ar skolidi.
E-touez skipailh ar stajidi
ez eus tud hag o deus c’hoant mont da skoazeller.ien.ezed ha
skolaer.ien.ezed e skolioù divyezhek ivez.
Digor eo ar stummadur d’an
holl dud a fell dezho deskiñ da gentañ ha mestroniañ da c’houde ar yezh
dindan 9 miz. Hag ur stummadur eus an troc’h kentañ a gavoc’h e KELENN.
A-benn ar fin e voc’h en ho pleud gant ar yezh !