Keleier
Kampus Kemper
Emañ bremañ Kreizenn stummañ KELENN dindan al label KAMPUS KEMPER. Un testeni eo e vez doujet gant KELENN d’ur garta a galite war tachenn ar yezh ha sevenadur Breizh.
Stummadur 2020
Setu erru stajidi ar stummadur hir “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”. Dek stajiad a zo ar bloaz-mañ. Kalon dezho evit an 9 miz da zont !
Distro-skol 2020
Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant daouzek stajiad Master 1 evel ar bloaz tremenet. Ar sizhun a zeu e vo degemeret ar stajidi ‘Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek”. Distro-skol laouen d’an holl !
Stummadur hir
« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Abaoe ouzhpenn 15 vloaz e kinnigomp ar stummadur dibar-se d’an holl re a fell dezho deskiñ brezhoneg e-sell da labourat e bed ar c’helenn (Diwan pe e lec’h all, kentañ derez pe eil derez, kelenner pe skoazeller, pe AVS ha kement zo…)…
KELENN : enskrivadurioù
Bez emañ KELENN o tigenfinañ tamm ha tamm.Digor e vez ar sekretourva bemdez d’an eurioù boas, eus 8:30 da 12:30 hag eus 13:30 da 17:00.Digor eo atav an enskrivadurioù d’ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhzek“. Degemer a c’hallomp ac’hanoc’h en-dro neuze evit lakaat hoc’h…
Coronavirus
Abalamour d’ar steunv diwall diouzh ar c’horonavirus, aet d’ar stad 3, e vo serret Kreizenn stummañ KELENN betek kaout un urzh kontrol.
Gweladenn er mirdi
Graet o deus ar stajidi Master 1 e miz Meurzh ur weladenn eus diskouezadeg Raoul Dufy e Mirdi Arzoù-kaer Kemper, heñchet e brezhoneg gant Annaïck Loisel.
Lennadenn
Graet o deus ar stajidi ur c’hard eur lenn hinienel da geñver ar prantad aozet gant an akademiezh e pep skol evit broudañ ar vugale da gaout plijadur o lenn traoù liesseurt.
DAOU SELL WAR TREUZKAS AR BREZHONEG HIZIV AN DEIZ
Div enklaskerez a oa bet pedet er greizenn stummañ Kelenn, e Kemper, d’al Lun 20 a viz Genver, war intrudu Stefan Moal, mestr prezegenner gant skol-veur Roazhon II. Bet e oant o reiñ anaoudegezh da studierien Kelenn eus stad o c’hlaskerezh. Plediñ a reont o-div, gant pep a savboent disheñvel,…