Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek
Kinnig a ra KELENN ur stummadur evit an dud a soñj dezho mont war micherioù ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg er c’hentañ pe en eil derez, AESH, AVS, ATSEM, skoazeller war an deskadurezh, CPE…
E rouedad DIWAN pe en un hentenn divyezhek all.
Ur stummadur evit an dud deuet n’emañ ket ganto ar barregezhioù yezh da dapout al live B2 da nebeutañ evit gallout mont war micherioù ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg.
Digor eo ar stummadur d’an dud :
- divrezhoneg pe krog da zeskiñ brezhoneg
- e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, AESH, ATSEM…)
Klikañ war ar skeudenn da lenn ar pennad. Goulennit buan !
Stummadur e Kelenn e Kemper
eus ar 2 a viz Gwengolo 2024 d’an 20 a viz Even 2025
Sesion Diazezañ – 6 miz : 868 eurvezh stummañ :
04/09/2024 – 14/03/2025.
Sesion Donaat – 3 miz : 413 eurvezh stummañ :
17/03/2025 – 20/06/2025.
Eus al Lun d’ar Gwener : 09:00 – 12:30 / 13:30-17:00
Stummadur 2025-2026 e Kelenn Kemper :
eus ar 1añ a viz Gwengolo 2025 d’an 19 a viz Even 2026
– Sesion Diazezañ – 6 miz : 868 eurvezh stummañ :
01/09/2025 – 13/03/2026.
– Sesion Donaat – 3 miz : 420 eurvezh stummañ :
16/03/2026 – 19/06/2026.
Eus al Lun d’ar Gwener : 09:00 – 12:30 / 13:30-17:00
Dorioù digor 2025 :
d’ar sadorn 8 a viz C’hwevrer : 09:30 – 12:30
Danvez ar stummadur
Modul deskiñ ha barrekaat war ar brezhoneg :
Implij pleustrek eus ar yezh komzet ha skrivet.
Prientiñ an DBY, Diplom Barregezh war ar Yezh (DCL).
Priziañ :
- priziañ dibaouez dre gomz
- pemp priziadenn dre skrid e-kerzh ar bloaz
- arnodenn dre skrid ha dre gomz e dibenn ar stummadur.
Modul kizidikaat ouzh ar c’helenn danvezioù skol e brezhoneg :
Studiañ degouezhioù stag ouzh an implij pemdeziek ar brezhoneg da yezh kelenn eus ar skol-vamm d’al lise.
Barregezh yezh, implijout dafar kelenn, terminologiezh…
Priziañ : arnodenn dre skrid e dibenn ar stummadur.
Stajoù evezhiañ :
Kinniget e vo d’ar stajidi ur roll skolioù degemer evit ober 3 sizhunvez staj (sesion diazezañ) + 2 sizhunvezh staj (sesion donaat) er c’hentañ hag en derez Diwan.
Teuliad studi – sesion donaat :
Sevel un teuliad studi liammet ouzh micherioù ar c’helenn.
Dielfennañ ha souten e deuliad dirak ur juri.
Priziañ : dielfennadur ha soutenañs dirak ur juri.
An Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) – brezhoneg :
Da-heul ar stummadurioù brezhoneg e tremen an holl stajidi an DBY.
Sesion diazezañ 6 miz : DBY e miz Ebrel.
Sesion donaat 3 miz : DBY e miz Mezheven.
An DBY brezhoneg zo anezhañ un testeni barregezh yezh anavezet gant Akademiezh Roazhon ha diazezet war al liveoù european a varregezh yezh. Al live a c’haller tizhout a ya eus A2 da C1. *
Roet e vez an diplom-se da-heul un abadenn briziañ dre skrid ha dre gomz e degouezhioù buhez sokial pe degouezhioù micher. E miz Mezheven e vez.
Distag eo aozadur an DBY diouzh an aozadurioù stummañ.
Gant Kuzul Rannvro Breizh e vez kemeret e karg koust an enskrivadur kentañ.
* Evit gouzout hiroc’h war an DBY.
Danevelloù bloaz an DBY brezhoneg.
Organisme de formation accrédité DCL
Enskrivadur :
“Sesion diazezañ” : n’eus netra rakrekis.
“Sesion donaat” : bezañ heuliet ar sesion “diazezañ” pe ur stummadur all 6 miz war ar brezhoneg.
Digor eo ar stummadur d’an dud :
- divrezhoneg pe krog da zeskiñ brezhoneg
- e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, AESH, ASEM…).
Monedusted : PSH (tud nammet) ; mont e darempred ganeomp.
Doareoù enskrivañ
1- Lizher da zisplegañ ho raktres micher da gas da Gelenn, ho CV gantañ.
2- Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù.
Priz : etre 3250 ha 9250 euro (diouzh ar sesion dibabet). Skoazelloù posupl diouzh statud ar stajiad. Deuit e darempred ganeomp evit gouzout hiroc’h.
Pellgargit ar Fichenn prizioù hag ac’hantaouiñ.
Skoazelloù
Yalc’hadoù skoazell diouzh ar statud :
- Goprad un embregerezh : ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant an implijer (steuñv diorren ar barregezhioù, CPF, PTP).
- Den dilabour : stajidi ‘zo, hep dic’haou, a c’hell bezañ gopret gant Rannvro Breizh e-pad o stummadur : Skoazell ac’hant evit ar stummadur micherel
Yalc’hadoù skoazell ouzhpenn diouzh ar raktres micher :
Deuit e darempred ganeomp da gaout muioc’h a ditouroù.
Evit gouzout muioc’h
Pellgomzit da g/Kelenn : pe skrivit dre ar Furmskrid daremprediñ
Hor stajidi :
Bloavezh 2023-2024 :
100 % eus hor stajidi ho deus tapet al live C1 en DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh).
Ul live uheloc’h eget an hini bizet eta.
Gourc’hemennoù dezho !
Bloavezh 2022-2023 :
Da-heul ar stummadur « deskiñ brezhoneg… » he deus bet Sonia ur post divyezhek publik ha laouen eo hiziv an deiz o labourat war-dro ur c’hlasad CP-CE1-CE2.
Armelle, diouzh he zu, a labour en ur vagouri ma c’hall lakaat ar pezh he deus desket da dalvezout evit reiñ da glevet un tamm brezhoneg d’ar re vihanik.
Monika, genidik eus bro Asturies ha chomet e karantez ouzh Breizh hag he sevenadur, zo o kelenn ar skiantoù en ur skolaj .
Testennioù :
Setu testeniñ Stéphanie, heuliet ganti ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”.
Setu testeni Yvan, stajiad Master 1 hag a zo bet heuliet gantañ ar stummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ».