Kard eur lenn
Graet o deus ar stajidi ur c’hard eur lenn hiniennel da-geñver ar prantad aozet gant akademiezh Roazhon e pep skol evit broudañ ar skolidi da gaout plijadur o lenn traoù liesseurt.Un emgav gant al lenn hag a vo lakaet dezho bep trimiziad !
Diskouezadeg livadurioù Nicole Blouët
Kinnig a ra Nicole Blouët livadurioù ha dourlivadurioù gant pegadurioù enno. Ul labour war al liv, ar skoroù, gant prenistri war ur gweledva diabarzh. Ur bed livek ha barzhel tost d’an natur. Betek ar 16 a viz Kerzu 2021. Gweladennoù : Maskl ha gwir-tremen yec’hedel dre ret evit ar mare.…
Stummadur hir 2021
Loc’het eo evit 9 miz ! Donemat da stajiadezed ar stummadur hir « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn ». Youlek int ha startijenn zo ganto ! Kalon dezho !
Distro-skol 2021
Unnek stajiad o deus kroget gant ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN. Un devezh dizoleiñ zo bet graet ganto e Kemper evit gweladenniñ liorzh hag prioldi karter Lokmaria da vintin hag ur c’hoari klask an teñzor e kêr goude merenn.
Fin ar bloavezh-skol
Evit devezh diwezhañ ar stummadurioù e Kelenn eo bet ar stajidi Master 1 o weladenniñ Iliz Veur Kemper heñchet gant Yann-Fulub hag ur weladenn eus diskouezadeg Henry Moret o deus graet ivez e Mirdi an Arzoù-kaer, heñchet e brezhoneg gant Annaig. Vakañsoù mat d’an holl !
Deskiñ brezhoneg gant KELENN evit labourat war ur vicher skol
Deskiñ brezhoneg en desped d’ar c’hovid :Er bloaz-mañ, e Kelenn, hon eus ranket, evel en aozadurioù stummañ all moarvat, en em reizhañ ouzh reolennoù surentez yec’hed redius pe rediusoc’h. Graet hon oa, pa oa ar c’henfinañ en e strishañ, an holl gentelioù a-bell. Ur wech distardet diwarni e voe gallet degemer…
Dorioù digor Kelenn
Digor vo dorioù Kelenn d’an dud adalek an 21 a viz Mezheven 2021 diwar emgav. Laouen e vo skipailh Kelenn degemer ac’hanoc’h. Darempred ha titouroù
Manifestadeg 29/05/2021
Manifestadeg disadorn e Gwengamp evit difenn ar brezhoneg hag an deskadurezh dre soubidigezh er skolioù.