Chase an teñzor !
Un devezh dizoleiñ zo bet gant ar stajidi Master 1 e Kemper evit gweladenniñ liorzh ha prioldi karter Lokmaria da vintin hag ur c’hoari klask an teñzor e kêr goude merenn. Plijadur zo bet en despet d’ar glav !
Un devezh dizoleiñ zo bet gant ar stajidi Master 1 e Kemper evit gweladenniñ liorzh ha prioldi karter Lokmaria da vintin hag ur c’hoari klask an teñzor e kêr goude merenn. Plijadur zo bet en despet d’ar glav !
Tud zo e Kelenn ! Setu strollet ar stajidi Master 1, Master 2, Deskiñ brezhoneg ha skipailh Kelenn. Un devezh brav a eskemm etre ar stajidi.
Setu kroget ar stummadur gant stajidi ar strollad « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn divyezhek ». Niverus int ar bloaz-mañ ha startijenn ganto !
Kroget eo ar stummadur MEEF-EBI, kelenn divyezhek dre soubidigezh (Enseignement Bilingue Immersif) e KELENN gant pemp stajiad Master 1.A-benn nebeut e vo degemeret ar stajidi Master 2 evit eil lodenn ar stummadur hag ar strollad Deskiñ brezhoneg dindan 9 miz. Distro-skol laouen d’an holl !
Pourmenadenn dibenn bloavezh skol ar stajidi Master 1 e chapel Ti Mamm Doue e Kerfeunteun. Digor e vo en-dro servij melestradurezh Kelenn adalek ar 16 a viz Eost. Vakañsoù mat d’an holl !
Gant ar Master MEEF-EBI (Métiers de l’Enseignement, de l’Éducation et de la Formation – Enseignement Bilingue Immersif) kinniget e Kemper gant Ensavadur Meur ar Stummañ Kelenn e c’helloc’h kelenn en unan eus ar 46 skol Diwan. Un nebeud plasoù a chom e Master 1 evit ar bloavezh skol 2022-2023. Un…
Chom a ra plasoù evit ar stummadur vrezhoneg 2022-2023 ! Ur stummadur 9 miz “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek” Eus an 8 a viz Gwengolo 2022 d’ar 26 a viz Mae 2023 e Kelenn e Kemper. Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù…
Ur c’henemglev diazez evit stummadur kelennerien ar skolioù dre soubidigezh ar yezhoù rannvro zo bet sinet d’ar Gwener 13 a viz Mae e Pariz etre rouedad an INSPÉ hag an ISLRF.
Tro stajiadezed Kelenn da zougen ar vazh-test evit ar Redadeg 2022. Trugarez dezho da vezañ redet en anv Kelenn.
Kemer a raio perzh Kelenn hag ar stajidi er Redadeg d’ar Meurzh 24 a viz Mae e Kemper. Tro 08h56 – km 891 (Ludugris – hent Pont An Abad). Deuit da redek ganeomp ! Bezit war al lec’h ur c’hard eur a-raok e Ludugris. Plan