D’ar Sadorn 24 a viz Meurzh 2018 – 8eur30
“GALNYS, pe PRIZ AR GWAD”
Perzh c’hoari e brezhoneg • ustitlet •
Teatr Max Jacob – Kemper – 8 €
AN ISTOR : En un tu bennak, en amzer gozh ar broioù predenek, en tu all da Vor Breizh… Ur priñs yaouank zo bet drouklazhet. Nepell da-heul e teuio e gerent da c’houlenn ar Galnys ouzh familh ar muntrer, diouzh a vez graet a-holl-viskoazh. Ma ’z a plaen pep tra e vo renket an tabutoù etre an daou glann. Ma ne vez ket emglev e vo riskl a vrezel. Ha brezelioù kriz, siwazh, zo c’hoazh e memor ar re goshañ. Emglev kamm-digamm pe brezel kriz ? Sed aze ar goulenn bras savet gant Galnys, unan hag a vez heklev dezhañ en hor bed a-vremañ. Daoust ma taol Galnys blaz an drajedienn ez eus ivez kalzik a farouellerezh e-barzh. Ar pezh c’hoari-mañ, skrivet gant Yann Fulub Dupuy, a vo c’hoariet gant ar strollad Tro-didro dindan e renerezh hag hini Mich Beyer.