Dibab ar rakstummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”

Dibab ar rakstummadur “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn”

Setu testeni Yvan, stajiad Master 1 hag a zo bet heuliet gantañ ar stummadur « Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn » ar bloaz paseet.

“Bet e oan e Pariz o labourat ar pezh a zo un istor klasel evit ur breizhat. Hag hervezon seul belloc’h e vez un den eus e vro seul dostoc’h e spered outi. Setu perak em boa divizet mont da di ar Vretoned e karter Montparnasse evit kaout diazezoù war ar brezhoneg. Eno em boa lennet ur pennad diwar-benn ar stummadurioù hir evit deskiñ brezhoneg ha komprenet em boa ivez e oa posupl kaout ul labour a-drugarez d’ar yezh-se.


Deuet on en dro da Vreizh da ober ar stummadur “Deskiñ brezhoneg evit ar c’helenn” e Kelenn e Kemper warlene peogwir e oa e brezhoneg dre soubidigezh penn-da-benn. Stajoù a vez graet ivez er stummadur-se e skolioù kentañ derez evit pleustriñ ar yezh en un doare fetis, ar pezh a oa spletus evit mont war-raok.
Ar stummadur-se en deus kadarnaet ma choaz da genderc’hel gant an hent-se. Rak-se, e Kelenn emaon c’hoazh evit ober ur master “MEEF Kelenn divyezhek dre soubidigezh” evit dont da vezañ skolaer er rouedad Diwan. Deskiñ a ran bemdez evit gallout kelenn d’ar re all…an istor n’eo ket echu c’hoazh !”