Chom a ra plasoù evit ar stummadur vrezhoneg 2022-2023 !
Ur stummadur 9 miz “Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn er skolioù divyezhek”
Eus an 8 a viz Gwengolo 2022 d’ar 26 a viz Mae 2023 e Kelenn e Kemper.
Deskiñ hag en emvarrekaat war ar brezhoneg da gelenn danvezioù skol e pep live deskadurezh, eus ar skol-vamm d’al lise.
Digor eo ar stummadur d’an dud :
– divrezhoneg pe krog da zeskiñ brezhoneg
– e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, AESH, ATSEM…).
Enskrivadurioù betek an 31 a viz Eost 2022.