« Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn »
Follenn vrudañ 2021-2022 amañ
Deskiñ brezhoneg evit micherioù ar c’helenn en holl skolioù divyezhek
Stummadur
e KELENN e Kemper
eus an 09 a viz Gwengolo 2021 d’ar 25 a viz Mae 2022
942 eurvezh stummañ
Kinnig a ra KELENN ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj mont etrezek micherioù ar c’helenn er skolioù kentañ derez pe eil derez.
Pellgargañ ar follennig vrudañ
Danvez ar stummadur
Modul deskiñ ha barrekaat war ar brezhoneg
Implij pleustrek eus ar yezh komzet ha skrivet.
Modul kizidikaat ouzh ar c’helenn danvezioù skol e brezhoneg
Studiañ degouezhioù stag ouzh an implij pemdeziek ar brezhoneg da yezh kelenn eus ar skol-vamm d’al lise : barregezh war implij ar yezh, implij dafar kelenn, terminologiezh…
Stajoù evezhiañ
5 sizhunvezh staj e skolioù, skolajoù, lise, a reer un implij pemdeziek eus ar brezhoneg enno.
Kounskrid studi
Sevel un teuliad studi pe liammet ouzh micherioù ar c'helenn.
Dielfennañ ha souten e deuliad dirak ur juri.
Enskrivadur
Digor eo ar stummadur d’an dud :
- divrezhoneg pe krog da zeskiñ brezhoneg,
- e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, AESH, ATSEM…).
Doareoù enskrivañ
- Lizher da zisplegañ ho raktres micher da gas da Gelenn gant ho CV.
- Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù e miz Mae-Even.
Skoazelloù
- DESK Kelenn
- DESK Bugaligoù
- Den dilabour
Stajidi ’zo a c’hell bezañ gopret gant Rannvro Breizh e-pad o stummadur
Skoazell ar Rannvro
- goprad un embregerezh
- ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant an implijer (steuñv stummañ an embregerezh,CIF, CPF).
Evit gouzout muioc'h:
Pellgomzit da g/Kelenn : 02.98.95.55.99
pe skrivit da : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.