Kendiviz ISLRF 2018

Marteze e anavezit lod e-touez an dud niverus a fell dezho mestroniañ brezhoneg da-vat e-sell da vont war-zu micherioù liesseurt ar c’helenn? Hag gwir eo e vez enfredet tud nevez bep bloaz gant kement hentenn divyezhek a zo e Breizh. 
Gant ar greizenn stummañ Kelenn e vez aozet bep bloaz ur stummadur hag a zo graet evito : "Mestroniañ brezhoneg evit mont war-zu micherioù ar c’helenn."

Follenn-brud 2019-2020 amañ

 Mestroniañ brezhoneg war-zu micherioù ar c’helenn 

Ur stummadur evit labourat e brezhoneg gant ar vugale

klogorenn2018-2020

Stummadur

e KELENN e Kemper

eus an 09 a viz Gwengolo 2019 d’an 29 a viz Mae 2020

960 eurvezh stummañ

Kinnig a ra KELENN ur stummadur a glot gant ezhommoù ar re a zo e soñj mont etrezek micherioù ar c’helenn er skolioù kentañ derez pe eil derez.

 

Danvez ar stummadur

Modul deskiñ ha barrekaat war ar brezhoneg

Implij pleustrek eus ar yezh komzet ha skrivet.

Modul kizidikaat ouzh ar c’helenn danvezioù skol e brezhoneg

Studiañ degouezhioù stag ouzh an implij pemdeziek ar brezhoneg da yezh kelenn eus ar skol-vamm d’al lise : barregezh war implij ar yezh, implij dafar kelenn, terminologiezh…

Stajoù evezhiañ

Prantadoù staj e skolioù, skolajoù, lise, a reer un implij pemdeziek eus ar brezhoneg enno.

Kounskrid studi

Sevel un teuliad studi pe liammet ouzh micherioù ar c'helenn.
Dielfennañ ha souten e deuliad dirak ur juri.

 

Enskrivadur

Digor eo ar stummadur d’an dud :

  • divrezhoneg  pe krog da zeskiñ brezhoneg,
  • e soñj da vont war-zu micherioù ar c’helenn divyezhek (kelenner kentañ derez, eil derez, AVS, ATSEM…).

Doareoù enskrivañ

  1. Lizher da zisplegañ ho raktres micher da gas da Gelenn gant ho CV.
  2. Emgav gant ar bodad kadarnaat an enskrivadurioù e miz Mae-Even.

Skoazelloù

- Ul lodenn eus ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant Kuzul Rannvro Breizh 

- Stajidi ’zo a c’hell bezañ gopret gant ar Rannvro e-pad o stummadur ivez

  • goprad un embregerezh

- ar frejoù stummañ a c’hell bezañ kemeret e karg gant an implijer (steuñv stummañ an embregerezh,CIF, CPF).

 

Evit gouzout muioc'h:

 

Pellgomzit da g/Kelenn : 02 98 95 55 99 pe skrivit da Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

Colloque ISLRF 2018

Programme

Vendredi 23 mars

Samedi 24 mars

Formulaire d'inscription

iconepdf    iconeword

Infos pratiques

Heuliañ an darvoud war facebook

Suivre l'évènement sur Facebook

skeudennevenement

 

Nombreux sont ceux qui veulent acquérir de solides compétences pour bien maitriser la langue bretonne pour pouvoir s’orienter vers les métiers de l’enseignement. Ces métiers recrutent chaque année dans les différents systèmes d’enseignement bilingue. Kelenn propose une formation unique, efficace et concrète, ouverte aux débutants complets : « Maîtriser le Breton comme langue des métiers de l’enseignement »

TOP